Emgann Brody (1941)
Emgann Brody | |||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Eil Brezel-bed Talbenn ar Reter | |||||||||
Fiñvoù an 11vet Panzerdivision e-pad Emgann Brody | |||||||||
| |||||||||
Emgannerien | |||||||||
Trede Reich | URSS | ||||||||
Pennoù-brezel | |||||||||
Paul Ludwig Ewald von Kleist Hyazinth Graf Strachwitz | Mikhail Kirponos Maksim Purkayev Ivan Muzichenko Mikhail Potapov | ||||||||
Niver a emgannerien | |||||||||
750 tank | 3500 tank | ||||||||
Kolloù | |||||||||
200 tank | 800 tank |
Emgann Brody (anvet ivez Emgann Dubna, Emgann Dubno, Emgann Rovne pe Emgann Rovne-Brody) a voe un emgann tankoù etre re ar 1añ Strollad Panzer eus an 3de korfad arme hag ar 48vet Korfad Arme (mekanikaet) ha pemp korfad mekanikaet soviedel eus ar 5vet arme ha re ar 6vet arme en tric'horn savet gant kêrioù Dubno, Lutsk, ha Brody.
Etre an 23 hag an 30 a viz Even 1941 e voe an emgann. Evit an istorourien soviedel ez eo ul lodenn eus an "emgannoù da zifenn an harzoù". Al Lu Ruz a oa deuet a-benn da zistrujañ ul lodenn eus an nerzhioù alaman, met a voe peurzistrujet. Kudennoù dezougen, nerzh an aerlu alaman ha kouezhadenn pennlu al Lu Ruz a roas an trec'h d'ar Wehrmacht. En desped d'un nerzh kalz galloudusoc'h e-keñver niver ha teknologiezh al Lu Ruz a oa bet riñset.
Bez e voe an emgann tankoù brasañ eus istor Mab-Den ha pa chomfe divrud e-skoaz Emgann Prokhorovka. Ret eo bet gortoz studiadennoù istorel an dek vloaz tremenet evit ma vefe prouet e oa bet Emgann Brody an emgannn gant ar muiañ a dankoù.